Beg Penn Hir, pe Beg Penn Tir, zo unan eus begoù-douar gourenez Kraozon, e Breizh, e penn pellañ ar c'hourenez, e kumun Kameled. Dirazañ eo emañ ar rec'hier anvet Daoueoù (pe "ar Bernioù Piz").
Pa vez sklaer an amzer e c'haller gwelout betek Beg ar Raz hag Enez Sun er c'hreisteiz, betek Beg Lokmazhe hag Eusa er gwalarn..