Rann eus | Na h-Eileanan Siar ![]() |
---|---|
Stad | Rouantelezh-Unanet ![]() |
Kêr-benn | Balivanich ![]() |
E tiriad | Na h-Eileanan Siar ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00 ![]() |
Kontelezh istorel | Inverness-shire ![]() |
War ribl | Mor an Inizi Gall ![]() |
Lec'hiadur | Na h-Eileanan Siar ![]() |
Daveennoù douaroniel | 57°26′45″N 7°19′11″W ![]() |
Poent uhelañ | Ruaval ![]() |
Beinn na Faoghla (pe Beinn nam Faoghla pe Beinn nam Fadhla[1], distaget /peɲəˈvɤːlˠ̪ə/ e gouezeleg ; Benbecula e saozneg) zo un enezenn eus an Inizi Gall, e gwalarn Bro-Skos. Emañ etre Uibhist a Tuath, en hanternoz, hag Uibhist a Deas, er c'hreisteiz. Liammet eo ouzh an div enezenn-se war-bouez chaoserioù a dremen an hent A865 warno.
Izel eo an enezenn, gant he lec'h uhelañ e Ruibheal, 124 metr a-us live ar mor. En em astenn a ra an enezenn a-hed un 10 km bennak eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz. Baile a Mhanaich (Balivanich) eo kêriadenn vrasañ an enez ; un aerborzh bihan zo e-kichen.
Gwechall e oa Beinn na Faoghla unan eus kreñvlec'hioù ar gouezeleg e Bro-Skos. Met e 1958 e oa deuet arme Breizh-Veur da staliañ ur greizenn war an enezenn ha kement-se en deus bet efed war ar yezh kaozeet eno. E niveradeg 2001 e oa bet kavet 56% a ouezelegerien e Beinn na Faoghla, a oa poblet gant 1 300 den. E Baile a Mhanaich e oa an dregantad bihanañ anezho : 37% hepken. E kêriadennoù all an enezenn e oa etre 74% ha 62% a ouezelegerien[2].