Bellifortis

Bellifortis
treatise, dornskrid enlivet
Deiziad krouiñ1402, 15. century Kemmañ
Tachennijinerezh, military technology, alkimiezh, steredouriezh Kemmañ
AozerKonrad Kyeser Kemmañ
Bro orinAlamagn Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvlatin, Middle High German Kemmañ
DastumadGöttingen State and University Library Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.geschichtsquellen.de/werk/3229 Kemmañ
Konrad Kyeser aozour ar Bellifortis

Bellifortis ("Kreñv er brezel", "Difennoù brezel" ; alamaneg: Der Kampfstarke) eo ar c'hentañ levr-deskiñ skeudennet war an deknologiezh vilourel. Skrivet e oa bet e penn kentañ ar XVvet kantved. Un dastumad eo diwar skridoù gant skrivagnerien bennañ an teknologiezhioù milourel, evel De Re Militari gant Vegetius ha Strategemata gant Frontinus. Lakaet ez eus ur pouez bras war teknikoù ar sezizoù brezel. Met anv zo eus hudouriezh, evel un elfenn ouzhpenn evit an teknikoù brezel. "Leun eo a astrologiezh," hervez a skriv Lynn White Jr. en ur pennad diwar-benn an adembannadur. Nebeut skeudennoù a zo reoù gant hudouriezh evel doare da saozaniñ an enebour hep bezañ rediet da lazhañ anezhañ[1].

180 skeudenn a zo el levr, skrivet eo holl e latin. Ar pezh a laka al levr da vezañ unan dreistordinal a zo ar fed ne vefe ket nemet ul levr war ar brezel . Kavout a reer ennañ skeudennoù eus ur sauna, ur gouriz enep-reizh, ur vatalasenn da c'hwezhañ[2]. El levr-se e vez kavet ivez ur skeudenn, an hini gentañ krennamzerel eus viñs Arc'himedes

  1. Entre science et nigromance : Astrologie, divination et magie dans l'Occident médiéval (XIIe-Xve siècle) gant Jean-Patrice Boudet pajennoù 361-362
  2. https://www.wdl.org/fr/item/18408/

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne