Rann eus | Nowell Codex ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | talvoud dianav ![]() |
Titl | Beowulf, Bēowulf ![]() |
Treuzskrivadur API | beɪoʊ-wʊlf ![]() |
Anvet diwar | Beowulf ![]() |
Tachenn | heroic poetry, Meurgan ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | hensaozneg ![]() |
Mare an oberenn | talvoud dianav, VIvet kantved ![]() |
Lec'h an istor | Skandinavia ![]() |
Pennlinenn | Hwæt! wē Gār-Dena in gēar-dagum ![]() |
Last line | lēodum līðost, ond lof-geornost. ![]() |
Full work available at URL | http://norroen.info/src/other/beowulf/beowulf.html ![]() |
Statud ar gwirioù-oberour | domani foran ![]() |
Beowulf (distaget [ˈbeɪ.ɵwʊlf] e saozneg a-vremañ ; [ˈbeːo̯wʊlf] pe [ˈbeːəwʊlf] moarvat en hensaozneg) zo ur meurgan hensaoznek 3 182 a werzennoù kenganezel ennañ[1]. An hini koshañ eo eus ar skridoù hensaoznek a zo deuet betek ennomp ha, dre-se, ar varzhoneg koshañ el lennegezh saoznek.
Enklasket ez eus bet heñvelegezhioù en Europa : Saga Grettir en Island, Hrólfr Kraki e Danmark hag e Skandinavia, ar vojenn etrebroadel Mab an Arzh a gaver tremen 200 doare anezhi en Europa[2], hag istor iwerzhonat The Hand and the Child ("An dorn hag ar bugel")[3].
Ur skouerenn hepken eus ar varzhoneg zo deuet betek ennomp ; un darn eus an dornskrid a zo bet anvet Nowell Codex eo, a zo eil dornskrid al levr keinet anvet Cotton MS Vitellius A XV hervez rummatadur e berc'henn, Sir Robert Cotton (1571-1631)[4]. Er British Library emañ abaoe kreiz an XVIIIvet kantved.