Bergen (distagañ : [1])a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 119,83 km² eo gorread Bergen (douar : 97,05 km² , dour : 22,78 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 31 155 annezad enni. Stank e teu an douristed da vBergen, peogwir ez eus kalz traezhennoù (aod Mor an Hanternoz). E 2001 e voe kresket Bergen, pa voe ouzhpennet kumun Egmond ha hini Schoorl. Ar c'hêrioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober kumun Bergen : Bergen, Aagtdorp, Bergen aan Zee, Bregtdorp, Camperduin, Catrijp, Egmond aan den Hoef, Egmond aan Zee, Egmond-Binnen, Groet, Hargen, Rinnegom, Schoorl, ul lodenn eus Schoorldam ha Wimmenum.
Abaoe war-dro 1900 e teu stank an arzourien (skrivagnerien, arkitektourien, livourien) da vBergen. Skol Bergen a zo ul luskad arzoù, hag oberennoù a c'haller gwelout e mirdi Kranenburgh. Karter Park Meerwijk, savet e 1915, a zo ennañ kenkizoù savet e doare skol Amsterdam. Ouzhpenn festivalioù arzoù (Kunsttiendaagse e miz Here) e vez aozet ur festival sonerezh bep bloaz e miz Eost e Bergen. War-du norzh Bergen emañ Schoorlse Duinen. Ul lec'h naturel eo ma kaver tevinier uhelañ ha ledanañ an Izelvroioù : betek 59m uhelder ha betek 5km ledander e lec'hioù zo. Un akwariom a zo ivez e Bergen aan Zee, ur mirdi gouestlet d'ar c'hirri kozh e Bergen ha daou virdi istor : Het Sterkenhuis (e Bergen) ha mirdi van Egmond (en Egmond aan Zee).