Bernez Tangi

Bernez Tangi
Bernez Tangi
Bernez Tangi hag Olwenn Manac'h
Anv ofisiel Bernard Tanguy
Obererezh Kaner, Skrivagner, troer, difazier
Ganedigezh 11 Mezheven 1949
e Karanteg, Banniel Bro-Leon Leon,
Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Imram e 1986,
Priz Langleiz e 2011

Lec'hienn ofisiel bernez-tangi.com/

Bernez Tangi, ganet e Karanteg d'an 11 a viz Mezheven 1949, zo ur barzh, ur c'haner hag ul livour breizhat. Brezhoneger a-vihanik eo, ha divizet en doa mont da redek ar bed goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika). Gant Denez Abernot hag un nebeud sonerien all en doa savet ar strollad rock e brezhoneg Storlok (1976-1980).

Er bloaz 2001 e nac'has ar priz  Du-mañ Du-se  deroet gant France 3 Ouest goude e levr Rod an Avelioù, en abeg da lec'h dister ar brezhoneg er media foran ; an hevelep priz a voe deroet dezhañ e 2011, ar pezh e vroudas da enrollañ ur c'hlip video anvet Gwerz ar skinwel a oa c'hoazh a-zivout stad ar brezhoneg er skinwel.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne