Bhatarsaigh

Pleg-mor Bhatarsaigh, e Bhatarsaigh.

Bhatarsaigh (distaget [vaʰt̪əɾs̪aj]), Vatersay e saozneg, zo un enezenn stok ouzh Enez Barraigh, en Inizi Gall, e Bro-Skos, hag anv kêriadenn nemeti an enezenn. Stag eo ouzh Barraigh gant ur chaoser echuet e 1991[1]. Pa vez izel ar mor eo stag ouzh Uineasan ivez er reter.

Ar c'hornôkañ lec'h poblet e Skos eo. Theiseabhal Mòr eo al lec'h uhelañ gant 190 m. 90 den a oa o chom enni e 2011[2].

  1. Undiscovered Vatersay. Isle of Barra. Kavet : 2008-11-06.
  2. National Records of Scotland

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne