Deiziad krouiñ | 1968 ![]() |
---|---|
Titl | Big Comic ![]() |
Tachenn labour | Manga (bannoù-treset) ![]() |
Ti-embann | Shōgakukan ![]() |
Bro orin | Japan ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | japaneg ![]() |
Deiziad kregiñ | 29 C'hwe 1968 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://bigcomicbros.net/magazine/bigcomic/ ![]() |
Arvesterien pal | Seinen ![]() |
Big Comic (japaneg : ビッグコミック) a zo ur magazin manga seinen a vez embannet div wech ar miz e Japan gant Shōgakukan[1]. Embannet eo bet evit ar wech kentañ d'an 29 a viz C'hwevrer 1968. Miziek e oa pa voe krouet met abaoe miz Ebrel 1968 e vez embannet div wech ar miz, d'an 10 ha d'ar 25. Liammet eo ouzh Big Comic Original, a vez embannet er sizhunioù ma ne vez ket embannet Big Comic Original. E 2008 e veze skignet ouzhpenn 500 000 skouerenn[2].
E-barzh Big Comic ez eus bet embannet mangaoù meur a vangaka brudet evel Osamu Tezuka, Shotaro Ishinomori, Sanpei Shirato, Takao Saito, Fujiko Fujio (A), Fujiko F. Fujio ha Tetsuya Chiba. War golo Big Comic e kaver bepred flemmskeudenn un den brudet savet gant Shūichi Higurashi.