Biko (kanaouenn)

Biko
sonaozadur
ArvezMusic in the movement against apartheid Kemmañ
TitlBiko, Biko Kemmañ
Labour da-heulBiko Kemmañ
Danvez pennañSteve Biko, apartheid Kemmañ
Seurt oberennkanaouenn Kemmañ
TachennWorld music, worldbeat Kemmañ
Dezerc’herPeter Gabriel Kemmañ
Label sonerezhCharisma, Mercury Records, Geffen Records Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg, alamaneg Kemmañ
Deiziad embann18 Eos 1980 Kemmañ
SonaozerPeter Gabriel Kemmañ
Testenn gantPeter Gabriel Kemmañ
ProduerSteve Lillywhite Kemmañ
PennlinennSeptember '77 / Port Elizabeth weather fine, September '77 / Port Elizabeth - Sonnenschein Kemmañ
Last lineAnd the eyes of the world are watching now, watching now, Und alle, alle seh'n euch jetzt Seh'n euch jetzt seh'n euch jetzt Sie sind da Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourcopyrighted Kemmañ

Biko zo ur ganaouenn skrivet, sonaozet ha kanet gant Peter Gabriel hag a gaver war trede albom ar c’haner-se, embannet e 1980.

En albom e kaver peder c’hanaouenn : Games Without Frontiers, No Self Control, Biko hag I Don't Remember. Bez’ eo an trede hini ur ganaouenn en enor da Steve Biko, ar stourmer a-enep an apartheid eus Suafrika, marvet e 1977 etre daouarn ar polis. Kanet e voe un tamm kentañ anezhi er Reading Festival e 1979.

E 1986 e oa bet kanet Biko gant Peter Gabriel e-pad un droiad evit Amnesty International hag e 1987 e oa bet enrollet ur stumm all hag a glever er film diwar-benn Steve Biko, Cry Freedom, savet gant Richard Attenborough. E 2003 e oa bet kanet gant Peter Gabriel en-dro, e Suafrika ar wech-se, en enor da Nelson Mandela e-pad ur sonadeg evit dastum arc’hant da stourm ouzh ar SIDA.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne