Ur yezh sinek-tibetek eus is-skourr ar yezhoù burmek ar su eo ar birmaneg (ဗမာစာ bama sa) komzet gant tro-dro da 32 milion a dud en holl, en o zouez 21 553 000 den evel yezh vamm (1986) e Myanmar (58.41% eus ar boblañs) dreist-holl.
Komzet e vez ar birmaneg ivez e Bangladesh (231 000 den e 1993), Malaysia, Tailand hag gant divroidi er Stadoù-Unanet.
Skrivet e vez gant un doare-skrivañ ispisial, ar skritur burmek.
Pemp rannyezh pennañ zo :