Blueberry a zo titl un heuliad istorioù bannoù-treset western savet gant Jean-Michel Charlier (senario), ha Jean Giraud (tresañ, ha senario ivez war-lerc'h marv Jean-Michel Charlier). Lañset e oa bet an istorioù-se er gelaouenn Pilote er bloaz 1963. Lakaet e vez da skouer evit a sell an istorioù western gwirvoudel. Anvet e oa an heuliad "Fort Navajo" da gentañ, a-raok kemer anv an den pennañ e-barzh, al letanant Mike S. (evit "Steve") Blueberry. Ne oa ket Blueberry (= lus) e anv gwir, met un anv kuzh kemeret gantañ pa oa o tec'hout diouzh ar Su da vare Brezel an Digevredañ. Mike S. Donovan e oa, mab ur perc'henn bras sklavelour. Tremen a reas eus tu an Norzh. Ul letanant eus Marc'hegiezh ar Stadoù-Unanet eo, penn beuz, prest atav da doulladiñ, da glask kann, da c'hoari ar c'hartoù — en ur druchañ — pe da verc'heta, anez disentiñ ouzh an urzhioù a-benn kas e gefridi da benn vat.