Bonapartouriezh (galleg : bonapartisme) zo anv un ideologiezh politikel awenet gant obererezhioù an daou impalaer Napoleon Iañ ha Napoleon III. An droienn a vez implijet evit ober anv eus an dud hag o deus c'hoant e vefe adsavet an dierniezh Bonaparte hag o doare da ren. Gant ar ster-se, ur bonapartour zo un den hag a oa oberiant en ul luskad politikel mirour, roueelour, hag impalaerour en XIXvet kantved e Frañs.
Ar vonapartouriezh zo bet ganet e 1814 gant kentañ diskar Napoleon. Er bloavezhioù 1840 e voe ganet hag unvanet an ideologiezh-se.
Goude Napoleon Iañ, an droienn a oa bet implijet evit ober anv eus an holl bolitikerien o devoe kemeret perzh e Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, ha dreist-holl ar re a oa bet e penn Ren ar Gonsuled (Jean-Jacques-Régis de Cambacérès, Napoleone Buonaparte, Charles-François Lebrun) ; goude-se e voe implijet ledanoc'h evit ober anv eus an dud a oa a-du gant ar C'hentañ hag an Eil Impalaeriezh c'hall. Ar vonapartourien o devoa c'hoant ma vefe un impalaeriezh renet gant an tiegezh Bonaparte, familh korsat Napoleon Iañ hag e niz Napoleon III.
En amzer-vremañ e vez implijet an droienn en ur stumm kalz ledanoc'h, evit ober anv eus luskadoù pe tudennoù politikel a sav a-du gant ur galloud kreñv kreizennet, renet gant ur penn skedus, harp ouzh ul lu kreñv, ha mirour.