Boned Balmoral

Boned Balmoral, du penn-da-benn.
Kasketenn, e doare boned Balmoral, gant al livioù marellet ruz ha gwenn tro-dro.

Boned Balmoral, bet anvet boned Kilmarnock, zo ur boned skos e gloan, gant ur vechenn, hag a deufe eus ar XVIvet kantved, hag a vez gwisket da Sul evel da bemdez. A-wechoù e vez ur seizenn marellet en-dro dezhañ, ha div seizenn a-istribilh en a-dreñv.

Kar eo d'an Tam o'shanter ha da voned Glengarry.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne