Bozon Higgs a zo rannigoù elfennel. E 1964 e oa bet kinniget e oa anezhe gant Gerry Guralnik, C.R. Hagen, Tom Kibble[1],[2],[3], Robert Brout, François Englert ha diouzh an tu all gant Peter Higgs e-unan[4]. Embann a reas hemañ e vartezeadenn un tamm diwezhatoc'h. Evel ma ne c'houlenne ket ar fizikour skos-se bezañ lakaet da gaver ar bozon e voe reishoc'h ober eus ar rannigoù-se « bozon BEH », evit Brout, Englert ha Higgs[5]. Ur vartezeadenn n'eo ken evit c'hoazh : n'int ket bet kavet betek bremañ. Met d'ar 4 a viz Gouere 2012 e oa bet embannet gant ar CERN e oa bet kavet rannigoù elfennel nevez hag e oa 99,9999% a ziarvar e oa Bozon Higgs.