|
Rann eus | Brezelioù gall ha saoz |
---|---|
Lec'h | Bro-C'hall |
Deiziad kregiñ | 1337 |
Deiziad echuiñ | 1453 |
Perzhiad | Rouantelezh Saoz, Rouantelezh Bro-C'hall |
Roll elfennoù | kronologiezh ar brezel Kant Vloaz |
Brezel Kant Vloaz (pe Brezel ar C'hant Vloaz; galleg: Guerre de Cent Ans; saozneg: Hundred Years' War) a zo ur brezel etre rouantelezhioù Bro-Saoz ha Bro-C'hall kroget e 1337 hag echuet e 1453. E Breizh, e Bro-C'hall hag en Izelvroioù Duged Bourgogn e c'hoarvezas an emgannoù.
Daou du o vrezeliñ: ar remziad Plantagenêt (rouaned Bro-Saoz) hag an hini Valois (rouaned Bro-C'hall). Meur a dreverz a voe e-pad ar 116 vloaz ma padas ar brezel.