Lec'h | Europa, Amerika, Filipinez, Afrika ar C'hornaoueg, India |
---|---|
Deiziad kregiñ | 17 Mae 1756 |
Deiziad echuiñ | 15 C'hwe 1763 |
Ar Brezel Seizh Vloaz zo ur brezel en a c'hoarvezas adalek 1756 betek 1763 e meur a rannved (Europa, Norzhamerika, India hag all), ha dre-se ez eo bet keñveriet ouzh ar Brezel-bed kentañ.
Ar re a gemeras perzh eo Rouantelezh Bro-C'hall, enebet ouzh Rouantelezh Breizh-Veur en un tu, Arc'hdugelezh Aostria ouzh Rouantelezh Prusia en tu all. Koulskoude, dre c'hoari an emglevioù etre ar Stadoù ez eo hogos holl Stadoù Europa hag o zrevadennoù a gemeras perzh er brezel. Gwelet e voe Spagn o harpañ Bro-C'hall, ha Rusia o harpañ Aostria. Lavaret e vez peurvuiañ e krogas ar brezel d'an 29 a viz Eost 1756, pa lammas Friedrich II, roue Prusia, war Briñselezh Sachsen, petra bennak ma oa kroget an emgannoù e trevadennoù Norzhamerika a-raok ober o reuz en Europa.
Kemmoù bras a voe e kempouez ar galloudoù en Europa da heul ar brezel. Savet e voe an Impalaeriezh saoz, an hini kreñvañ a-hed an XIXvet kantved, ma'z eas da get an trevadennoù gall bet savet er XVIIvet kantved en Indez ha Kanada, ha kreñvaet e voe pouez Prusia pa voe trec'h en emgann Rossbach war ar C'hallaoued, hag en emgann Leuthen war an Aostrianed e 1757.
Bellerien ar Brezel Seizh Vloaz | ||
---|---|---|
Portugal (adalek 1762) Priñselezh Braunschweig-Wolfenbüttel |
An emglevioù etre ar broioù a-raok ar brezel |
Kengevredad Abenaki Impalaeriezh santel roman german
Impalaeriezh Sveden (1757-1762) Impalaeriezh Voghol (adalek 1757)
|