Rann eus | bec'hioù goude soviedel, brezel yen nevez |
---|---|
Arvez | darempredoù Rusia-Ukraina |
Stad | Ukraina, Rusia, Belarus, Republik Pobl Donetsk, Republik Pobl Louhansk |
Lec'h | Mor Azov, Oblast Rostov, Ukraina, Krimea |
Raklec'hiet gant | kendestenn istorel ar reuz a-du Rusia en Ukraina e 2014, Euromaidan |
Deiziad | 21. century |
Deiziad kregiñ | 20 C'hwe 2014 |
Darvoud-alc'hwez | stagadur Krimea ouzh Rusia e 2014, emglevioù Minsk, aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 |
Prantad | istor Ukraina abaoe 1991, Rusia dindan renerezh Vladimir Poutin |
Abeg pennañ | dispac’h an Dinentez, trevadennerezh rusian, astennerezh an AFNA war-zu ar reter, Freuzadenn an Unaniezh Soviedel |
Efed | international sanctions during the Russo-Ukrainian War, brezel iliz etre Rusia hag Ukraina, 2022 annexation referendums in Russian-occupied Ukraine, list of foreign aid to Ukraine during the Russo-Ukrainian War |
Hashtag | UkraineWar |
Roll elfennoù | Listenn ar gazetennerien bet lazhet e-kerzh ar Brezel etre Ukraina ha Rusia |
Brezel etre Ukraina ha Rusia zo abaoe miz C'hwevrer 2014. Ouzhpenn nerzhioù lu Rusia e vez lod disrannerien a-du ganto o kemer perzh er stourm. Kroget e oa ar bec'h gant Rusia dres goude Reveulzi Maidan. Tabut zo diwar-benn statud rannvroioù Krimea ha Donbas, e su ha mervent Ukraina. Ar re-se zo anavezet evel lodennoù eus Ukraina gant ar braz eus stadoù ar bed ha gant an aozadurioù etrebroadel. Aloubet e oa bet Krimea gant Rusia, ha goude-se e oa kroget ar brezel e Donbas etre disrannerien, harpet gant Kevredad Rusia, ha nerzhioù lu Ukraina. A bep seurt doareoù stourm zo bet, evel emgannoù war vor, siberbrezel... Ar brezel zo bet o vont war washaat e 2021, ar Rusianed a oa krog da armañ an harzoù tro-dro Ukraina. D'ar 24 a viz C'hwevrer 2022, ar brezel a oa bet gwashaet c'hoazh pa oa bet aloubet ul lodenn eus Ukraina gant nerzhioù lu Rusia.
Enepargadennoù ukrainat a zo bet e su ha biz ar vro o adtapout douaroù abaoe miz Eost. E fin miz Gwengolo Rusia a embanne e oa staget ouzh ar c'hevread an tiriadoù damm-aloubet e su ha reter Ukraina. Ne oa ket bet degemeret mat gant darn broioù ar bed. Ar brezel zo mammenn ar gwasañ grizenn a-fed divroidi abaoe fin an Eil Brezel-bed. Ouzhpenn-se ar c'holloù trevour a zo uhel betek dek milieroù a dud lazhet.