Brezel war vor a vez graet eus ur stourm war vor, pe ur meurvor, pe forzh peseurt tachenn emgann hag a zo savet gant un darn eus dour evel ul lenn pe ur stêr-veur.
Skourr an nerzhioù lu hag a stourm war vor a vez graet morlu. An oberiadurioù war vor a c'hell bezañ rannet e meur a dachenn : stêrioù/arvorioù (morlu stêr), pe meurvor digor (morlu uhelvor), hag etre an dachenn stêrioù/arvorioù ha meurvor digor (morlu arvorel), memes ma 'z eo un implij strategel muioc'h evit unan oberiadur.