Brezhoneg beleg

Ar brezhoneg beleg eo an anv a vez roet dre zismegañs d'an doare brezhoneg a veze komzet gant ar veleien en o sarmonioù (eus brezhoneg kador e veze kaoz ivez) ha skrivet en o levrioù relijiel, en XVIIIvet kantved dreist-holl, hag a zo brudet da vezañ alies leun a c'herioù gallek hag a droiennoù pounner. Ul lavar arbennik implijet gant an Iliz katolik e Breizh eo bet hag ez eo aet da get war-dro 1950[1].

  1. (fr) Jean Le Dû, Témoignages : aux origines marxistes de la sociolinguistique, Cahiers de sociolinguistique, niv. 8(1), 2003

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne