Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet ![]() |
Anv ganedigezh | Brian Wilson Aldiss ![]() |
Anv-bihan | Brian ![]() |
Lesanv | Jael Cracken ![]() |
Deiziad ganedigezh | 18 Eos 1925 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Dereham ![]() |
Deiziad ar marv | 19 Eos 2017 ![]() |
Lec'h ar marv | Oxford ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg ![]() |
Tachenn labour | kazetennerezh, skiant-faltazi, belletristic literature, lennegezh skiant-faltazi ![]() |
Karg | Booker Prize judge ![]() |
Bet war ar studi e | Framlingham College, West Buckland School ![]() |
Lec'h annez | Dereham ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1954 ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 2017 ![]() |
Grad milourel | soudard ![]() |
Brezel | Eil Brezel-bed ![]() |
Skour lu | British Army ![]() |
List of works | Works by Brian Aldiss ![]() |
Oberenn heverk | Non-Stop, Hothouse ![]() |
Ezel eus | Royal Society of Literature ![]() |
Tachenn | skiant-faltazi ![]() |
Levezonet gant | Karel Čapek, Olaf Stapledon, H. G. Wells, Mary Shelley, Roy Campbell ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.brianaldiss.co.uk/ ![]() |
Brian Wilson Aldiss OBE[1] (East Dereham, Norfolk, 18 a viz Eost 1925 – Oxford, 19 a viz Eost 2017) a oa ur skrivagner, ur barzh, un dramaour, ur skridarnodour, un aozer torkadoù hag ul livour saoz. Brudet-meurbet eo e oberennoù war dachenn ar skiant-faltazi, a embannas dindan an anvioù "Brian W. Aldiss", "Brian Aldiss", hag un nebeud anvioù-pluenn er bloavezhioù 1960.
Dre ma oa bet levezonet-bras gant skridoù Herbert George Wells (1866-1946) e voe beskadoriad an H. G. Wells Society ; kadoriad ar British Science Fiction Association e voe ivez[2], ha kengadoriad ar Birmingham Science Fiction Group (BSFG)[3].
Unan eus skrivagnerien al luskad New Wave science fiction e voe Brian W. Aldiss, a-gevret gant James G. Ballard, Samuel R. Delany, Thomas M. Disch, Ursula K. Le Guin, Joanna Russ, James Tiptree Jr.[4] ha Roger Zelazny[5].
Gantañ e voe skrivet Supertoys Last All Summer Long (1969), a zo diazez ar film A.I. Artificial Intelligence sevenet gant Steven Spielberg (2001).
Torkadoù istorioù skiant-faltazi a voe savet gant B. W. Aldiss ouzhpenn d'e skridoù, evit kinnig an doare lennegezh-se.