Brigitte Fontaine (ganet d'ar 24 a viz Even 1939 e Montroulez) zo ur ganerez, komedianez ha skrivagnerez c'hallek. Evit ar pezh a sell ouzh ar muzik he deus bet tro da labourat gant Sonic Youth, Noir Désir, Grace Jones, Olivia Ruiz, Arthur H, Archie Shepp, Etienne Daho, Alain Baschung, Doc Gynéco, Maurane, Vanessa Paradis, Juliette Gréco, Matthieu Chedid ha kalz re all. Skrivet he deus un daouzek romant bennak ha c'hoariet e kement-all a bezhioù-c'hoari skrivet ganti ivez peurvuiañ.