Britannia Prima

Britannia Prima a oa unan eus proviñsoù Enez Vreizh adalek ar bloaz 312 . Cirencester e oa ar gêrbenn, hag enni e oa douaroù zo hiziv e Kembre hag e kreisteiz Bro-Saoz.

Krouet e voe moarvat gant ar c'hempenn graet er velestradurezh gant an impalaer Diocletianus, goude ma voe trec'het ha lazhet ar jeneral emsavet Allectus gant Constantius Chlorus e 296.

En IIIde kantved e voe krouet Britannia Superior gant ar Romaned, da zispartiañ kreisteiz an enezenn diouzh an hanternoz, ma oa niverusoc'h o soudarded.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne