British Racing Motors (pe BRM) a oa ur skipailh redadegoù kirri en deus redet 197 Priz Bras e Formulenn 1 etre 1951 ha 1977. Gounezet en deus 17 redadeg, un titl ar vlenierien gant Graham Hill e 1962 ha un titl ar saverien e 1962. E 1963, 1964, 1965 ha 1971 eo bet ranket da eil e kevezadeg ar saverien.