Bro Gwenrann[1], pe Bro Gwerrann (Pays de Guérande e galleg), zo ur vro hengounel e kornôg Bro-Naoned, etre aber an Gwilen hag hini al Liger, e Breizh. Emañ al lod vrasañ deus ar vro el Liger-Atlantel met teir c'humun zo er Mor-Bihan: Pennestin, Kamoel ha Ferel.