Buellt Rouantelezh Buellt | ||||
| ||||
![]() | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Roue | ||||
- 406 - 440 | Pasgen (Pascent) ap Gwrtheyrn | |||
Istor | ||||
- Dilezet eo Kembre gant ar Romaned | 406 | |||
- Staget ouzh Seisyllwg | VIIIvet kantved |
Ur rouantelezh kozh eus Kembre e oa Buellt (Builth e saozneg). E-kichen Caer Bedris edo, er pezh a zo kontelezh Powys e Kembre hiziv. Gant ur skourr eus familh roueel ar rouantelezh-mañ e voe krouet e derou ar Vvet kantved ha dont a reas da vezañ dizalc'h pa zilezas ar Romaned an enezenn.
Ul lodenn anezhi e oa isrouantelezh Gwerthrynion ha titl « roue Gwerthrynion » a veze alies gant rouaned Buellt.
Biskoazh ne voe a-bouez rouantelezh Buellt hag e-pad ar VIvet kantved e teuas da vezañ un isrouantelezh dindan hini Brycheiniog. Staget e oa ouzh Seisyllwg goude 800.
Hervez an Historia brittonum, e vije bet tiegezh ar roue meur Vortigern o ren war ar rouantelezhioù-se. E dud o dije graet araokañ[1] hag e vab Pasgen war e lerc'h ma n'en deus ket graet e-unan"
[2].