Un dastumad englynion kembraek eus an IXvet pe Xvet kantved eo Canu Heledd.
An hini a gomz, er gwerzennoù, eo Heledd, c'hoar Cynddylan, roue un darn eus Powys er VIIvet kantved. Lazhet eo bet Cynddylan war-lerc'h un emgann ouzh ar Saksoned moarvat, ha goullo eo e lez. Ha Heledd ha kantreal en he glac'har :
Meneg zo ganti eus daou erer, erer Eli hag erer Pengwern, oc'h en em vagañ gant korfoù an dud lazhet :
Englynion zo ivez diwar-benn Y Dref Wen (Ar Gêr Wenn, gwenn da lavarout evurus), ur gêr beoc'hus, hag ar brezel o tont warni.