Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Carmen Electra |
Anv ganedigezh | Tara Leigh Patrick |
Anv-bihan | Tara, Leigh, Carmen, Carmen |
Anv-familh | Patrick, Electra, Electra |
Deiziad ganedigezh | 20 Ebr 1972 |
Lec'h ganedigezh | Sharonville |
Pried | Dennis Rodman, Dave Navarro |
Kompagnun(ez) | Rob Patterson |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg, saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Lec'h orin | Alamagn |
Bet war ar studi e | Princeton High School, Barbizon Modeling and Acting School |
Deroù ar prantad labour | 1990 |
Strollad politikel | Strollad Republikan |
Liv an daoulagad | glas |
Benveg sonerezh | mouezh |
Label sonerezh | Paisley Park Records, Warner Bros. Records |
Tara Leigh Patrick, ganet d'an 20 a viz Ebrel 1972, brudet dre he lesanv Carmen Electra, zo un top model, aktourez, kinnigerez skinwel, kanerez rap ha dañserez stadunanat. Kroget e oa gant ar c'han hag ar vicher aktourez pa oa aet da vevañ da Minneapolis, Minnesota. Eno e tarempredas Prince, eñ eo a broduas he fladenn. Goude-se e oa aet da vevañ da Los Angeles (Kalifornia), evit kenderc'hel gant an hent a aktourez. Brud a dapas gant roll Lani McKenzie er stirad skinwel Baywatch.
Krog e oa da vezañ aktourez en ur c'hoari er film spont-fent American Vampire (1997), ha goude-se eo bet o c'hoari rolloù e filmoù parodienn, evel Scary Movie, Date Movie, Epic Movie, Meet the Spartans, ha Disaster Movie. Electra a zo bet gwelet er gelaouenn Playboy evel playmate, ha labouret he deus evel dañserez gant ar Pussycat Dolls.