Carvetii

Carvetii a oa ur bobl geltiek a veve er pezh a zo bremañ Cumbria, e gwalarn Bro-Saoz. E proviñs Britannia e oant ur geoded en-dro da g-Carlisle (Luguvalium).

N'eus ket anv anezho e Douaroniezh Klaudios Ptolemaios nag e testennoù latin all. N'eo anavezet o anv nemet gant enskrivadurioù latin kavet e Cumbria, e Penrith hag e Temple Sowerby. Marteze e oant kevredet gant pobl ar Vriganted.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne