Cassivellaunos

Cassivellaunos : roue brezhon ar Catuvellauni hag an Trinobantes (Bro an Tavoez izel) en Enez Preden (Breizh-Veur a vremañ). Stourmet en deus a-enep Julius Caesar, e 55 ha 54 a-raok J.-K. Adkavout a reer anezhañ anvet Cassibellan en Historia regum Britanniae ha Caswallawn el lennegezh kembraek.


Trec'het, ha kemeret e gêrbenn Camulodunum gant Jul Kaezar, Cassivellaunos a blegas dezhañ, met adkemer a reas e frankiz kerkent ha aet Caesar en dro da Vro-C'halia.

Ne'z eus skeudenn ebet dioutañ.

E anv, e brezhoneg a vremañ, a vije tost da : *Kawalon, pe *Kawalen.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne