Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Charles Cornwallis, 1st Marquess Cornwallis ![]() |
Anv-bihan | Charles ![]() |
Anv-familh | Cornwallis ![]() |
Titl noblañs | Marquess Cornwallis ![]() |
Deiziad ganedigezh | 31 Kzu 1738 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Grosvenor Square ![]() |
Deiziad ar marv | 5 Her 1805 ![]() |
Lec'h ar marv | Ghazipur ![]() |
Abeg ar marv | fever ![]() |
Tad | Charles Cornwallis, 1st Earl Cornwallis ![]() |
Mamm | Elizabeth Townshend ![]() |
Breur pe c'hoar | James Cornwallis, 4th Earl Cornwallis, Mary Cornwallis, William Cornwallis ![]() |
Pried | Jemima Cornwallis, Countess Cornwallis ![]() |
Bugel | Charles Cornwallis, 2nd Marquess Cornwallis, Lady Mary Cornwallis ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, tamileg ![]() |
Yezh implijet dre skrid | saozneg ![]() |
Micher | diplomat, kargiad uhel, ofiser, politiker, army officer ![]() |
Bet war ar studi e | Eton College, Clare College, Military Academy of Modena ![]() |
Lec'h labour | Londrez ![]() |
Strollad politikel | Whigs ![]() |
Statud sokial | nobl ![]() |
Perzhiad e | Emsavadeg Iwerzhon eus 1798 ![]() |
Grad milourel | major jeneral, jeneral ![]() |
Skour lu | British Army ![]() |
Prizioù resevet | Knight of the Garter ![]() |
Deskrivet dre | Charles Cornwallis (1738–1805), Lord Brome, 1st Marquis Cornwallis, Charles, Second Earl and First Marquess Cornwallis (1738-1805) ![]() |
Charles Cornwallis, 1añ markiz Cornwallis, ezel eus ar Most Noble Order of the Garter hag eus Her Majesty's Most Honourable Privy Council, ganet d'an 31 a viz Kerzu 1738 e Londrez (Grosvenor Square) hag aet da anaon d'ar 5 a viz Here 1805 en India, Beskont Brome etre 1753 ha 1762, anavezet evel ar c'hont Cornwallis etre 1762 ha 1792, a oa un ofiser e lu Rouantelezh Breizh-Veur hag ur melestrour trevadennel.
Er Stadoù-Unanet pe er Rouantelezh-Unanet e vez dalc'het soñj anezhañ evel unan eus ar jeneraled saoz e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. E godianidigezh e 1781 d'un nerzh Gall-Amerikan e-pad Seziz Yorktown a roas lamm da lod eus an obererezhioù brezel e Norzhamerika.
Servijet en doa ivez evel gouarnour sivil ha milourel en Iwerzhon hag en India; en div vro e tegasas kemmoù anat, gant skrid-emglev an unvaniñ en Iwerzhon (Act of Union in Ireland), hag ar C'hod Cornwallis kement hag an trevadenniñ dibad en India.