Charlotte d'Albret, ganet en 1480 ha marvet d'an 11 a viz Meurzh 1514, itron Châlus, a oa un dimezell eus lez Bro-C'hall, dimezet da Cesare Borgia.
Merc'h e oa da Alan Albret, aotrou Albret, dug Guyenne ha beskont Tartas ha meur a lec'h all Françoise de Bretagne (Françoise de Blois), beskontez Lemojez, kontez Périgord; he breur Yann III a oa roue Navarra.
En 1499 e rankas dimeziñ da Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI. Kement-se a oa aozet gant ar roue Loeiz XII evel ul lod eus ur marc'had etre ar roue gall hag ar pab. Ar roue a felle dezhañ kaout aotre da derriñ e eured gant Janed Bro-C'hall, merc'h ar roue kozh Loeiz XI, evit dimeziñ d'an intañvez Anna Vreizh. En eskemm e roe Loeiz XII un dugelezh da vab ar pab, ar Valentinois, hag ur wreg a noblañ uhel, Charlotte d'Albret.