Che (spagnolek)

Ernesto Guevara a voe anvet el Che dre an abeg ma teue an estlammadell-se gantañ alies hervez boaz tud Arc'hantina[1].

Che (distaget tʃe) zo un estlammadell spagnolek, a glever e spagnoleg tud Amerika ar C'hreisteiz (Arc'hantina, ha kornioù zo eus Uruguay, Paraguay, Perou, ha Bolivia), hag a zo bet brudet dre ar bed en anv Che Guevara.
Anavezet eo ivez e Bro-Valencia, e Spagn, skrivet xe, ha xa e katalaneg. Melldroaderien Valencia CF a vez graet "Els Xes" (ar "cheed" anezho.
Anavezet eo c'hoazh er portugaleg komzet e stad Rio Grande do Sul e Brazil nemet e vez skrivet tchê, hervez ar reolennoù da skrivañ portugaleg[2].

  1. Encuentro digital con Pacho O'Donell - 25 de Junio de 2003 - elmundo.es
  2. Dicionário inFormal

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne