Chico Buarque de Holanda

Chico Buarque e 2023

Francisco Buarque de Holanda, anavezetoc'h evel Chico Buarque, zo ur c'haner-sonaozer ha romantour brazilian, bet ganet d'an 19 a viz Mezheven 1944 e Rio de Janeiro. Brudet eo evel unan eus gwellañ saverien sonioù Brazil.

Bez' e voe e-touez an arzourien, a-gevret gant Gilberto Gil ha Caetano Veloso peurgetket, a roas ul lañs nevez d'ar sonerezh brazilian. E dibenn ar bloavezhioù 1960 e kemeras perzh e krouidigezh ar Música Popular Brasileira.

E 1988 e voe implijet e ganaouenn Essa Moça Tá Diferente (bet enrollet e 1969) da sonerezh ur bomm bruderezh evit ar merk Schweppes, ar pezh a reas dezhañ bezañ anavezet gant muioc'h a dud, e Bro-C'hall peurgetket.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne