Clarence Williams

Clarence Williams (1898-1965) zo ur pianoour ha kaner stadunanat eus Louisiana.

Ganet e oa e Plaquemine, Louisiana. Pa oa 12 vloaz e tec'has eus ti e dud da vont da Orleañs Nevez da heul ar Billy Kersand's Traveling Minstrel Show. Da gentañ e koare botoù ha g e rae mil micher, hogen buan e voe anavezet evel ur c'haner hag aozer abadennoù.

Mont a reas da chom da Chicago ha New York ma varvas e 1965.

Dimezet e oa da Eva Taylor, a varvas e 1977, hag a zo beziet e New York en e gichen. Ur mab o doa, anvet evel e dad. Ur mab-bihan, anvet Clarence Williams III, zo bet aktour.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne