CoroCoro Comic (japaneg : コロコロコミック) a zo ur magazin manga kodomo (evit paotred 6-15 vloaz) embannet bet miz gant Shōgakukan.[1] Krouet eo bet d'ar 15 a viz Ebrel 1977. A5 eo e vent, 440 yen e koust an niverenn hag alies e vez ennañ ouzhpenn 800 pajennad. Mangaoù bet embannet ennañ evel Doraemon ha Pokémon a zo deuet da vezañ brudet-tre e Japan. Daou vagazin damheñvel anvet Bessatsu CoroCoro ha CoroCoro Ichiban! a zo ivez, embannet e vezont bep daou viz.