Cuðred pe Cuthred a voe roue Kent etre 798 ha 807.
Goude ma voe faezhet emsavidigezh Kent dindan Eadberht III Præn e stalias Coenwulf Cuðred evel ur roue sujet. Hervez ar C'hronik Angl-ha-Saoz e varvas e 807. Goude e seblant e voe staget e rouantelezh ouzh hini Mercia. Ne voe ket kollet he identelezh gantañ, avat rak meur a rouaned a Gent a oa, sujet da Vercia pe Wessex kent ma'z eas da get ar rouantelezh e fin an IXvet kantved.
E-pad ren Cuthred e teraouas argadoù ar Vikinged e Kent.