Cyfeiliog

Torgennoù Cyfeiliog adal lezioù ar stêr Dyfi.

Cyfeiliog a oa ur c'hombod krennamzerel e mervent Rouantelezh Powys, tost d'an harzoù gant Rouantelezh Gwynedd ha hini Deheubarth. Stok e oa ouzh kombodoù Mawddwy, Caereinion hag Arwystli e Powys. Er c'hornôg e oa amezek da Ystumanner e Meirionnydd, ur rouantelezh hag a zeuas da vout ur rann eus Powys ha goude eus Gwynedd, da Genau'r Glyn ha kombod Perfedd e Ceredigion (a oa e Rouantelezh Deheubarth).

Kreizenn ar c'hombod a oa e Tafolwern, ma oa lez ha kastell. Meneziek e oa ar vro, ha ne oa ket mat an douar evit gounit edeier.

E 1536 e teuas Cyfeiliog da vout ur rann eus Sir Drefaldwyn. Hiziv emañ e kontelezh Powys.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne