An dakoitoù (en hindeg डकैत, en ourdoueg ڈکیت, ḍakait, pe e benglaeg ডাকাত ḍakat, "torfedour armet") zo, en India, bandennadoù torfedourien, ha-int peizanted dizouar pe tud maez-kasta peurliesañ. A-wechoù e tagont an trenioù pe ar veajourien e-bourzh otoioù, ha kas a reont emgannoù a-enep d'ar polis pe d'an arme. Ar braz anezhe a gaver e rannvro ar stêr Shambal, a zo etre stadoù Rajasthan, Madhya Pradesh hag Uttar Pradesh. War-zigresk int aet abaoe deroù ar bloavezhioù 2000[1].