Daniel Kahneman, ganet d'ar 5 a viz Meurzh 1934 e Tel Aviv, a zo ur psikologour (psikologiezh anaoudel peurgetket) hag ekonomour amerikan hag israelian. Kelenner emeritus e Skol-veur Princeton eo.
Kuitaet o doa e dud Lituania e penn kentañ ar bloavezhioù 1920 evit dont da Frañs.
Tremenet en deus e vugaleaj e Pariz. Deuet eo a-benn ar familh Kahneman da chom kuzh e-pad an Eil Brezel-bed. Mervel a reas an tad e 1944 diwar an diabet. E 1946 e tivizas ar familh mont da Balestina da chom.
E 1954 en doe Daniel Kahneman e ziplom eus Skol-veur Hebraek Jeruzalem gant psikologiezh da zanvez pennañ ha matematikoù da eil.
Ober a reas e amzer-soudard e servij psikologiezh arme Israel a-raok mont da Skol-veur Kalifornia e Berkeley da studiañ psikologiezh. Doktor e voe e 1961.
Mont a reas da labourat e Skol-veur Hebraek Jeruzalem.
Kelenner "gweladenner" eo bet e Skol-veur Michigan e 1965-66 hag e Cambridge e 1968-69. E 1968-69 eo bet imbourc'her er Center for Cognitive Studies ha mestr-prezegenner war ar psikologiezh e Skol-veur Harvard.
D'ar c'houlz-se e krogas da genlabourat gant Amos Tversky. E 1977-78 edont o daou er Center for Advanced Studies on Behavioral Sciences e Standford.
E 1978 e kuitaas Skol-veur Hebraek Jeruzalem evit hini Kolombia Vreizhveuriat (British Columbia). Mont a reas Amos Tversky da Standford memes bloaz.
Etre 1971 ha 1979 o deus skrivet seizh pennad asambles o sevel ar pezh a voe anvet "teorienn ar pellweladoù" (prospect theory) a zegasas ar Priz Nobel da Zaniel Kahneman. Danvez o labour a oa al liammoù etre skiantoù an emzalc'hioù hag an dibaboù ekonomikel (behavior economics); al liammoù etre klask an eurvad (hedonism) hag ekonomiezh ivez.
Richard Thaler a labouras ganto hag a gemeras harp war o labourioù evit skrivañ Toward a Positive Theory of Consumer Choice (War du un deorienn pozitivel eus dibaboù ar bevezer) e 1980.
Skrivet en deus Daniel Kahneman daou bennad gant Anne Treisman, e wreg abaoe 1978, e 1982.
Mervel a reas Amos Tversky e 1996.
E 2002 e voe roet Priz Nobel an Ekonomiezh da Zaniel Kahneman.
Resevet en deus ur priz gant an American Psycholgy Association e 2007.