Danvez-tarzh a reer eus kement danvez a c'hall digejañ en un taol, da lavaret eo tarzhañ. Degas a ra an darzhadenn ur c'hementad bras pe vrasoc'h a wrez, a c'haz hag a c'houloù ; ur wagenn a wask anvet gwagenn stroñs a c'hall c'hoarvezout ivez diwar an tarzh. Danvezioù uhel ar c'hementad a energiezh enno eo an danvezioù-tarzh eta, ha n'eo an darzhadenn nemet an doare da dizhout ul live energiezh izeloc'h dre stummañ danvezioù stabil.