Danvezouriezh istorel

An danvezelouriezh pe danvezouriezh istorel zo ur brederouriezh war an istor savet e kreiz an XIXvet kantved gant Karl Marx ha Friedrich Engels. Hervez ar re-se e vez levezonet an darvoudoù istorel gant emdroadur ar binvioù produiñ ("diazezoù"), hag a framm an ensavadurioù lezennel, politikel, hag ar sevenadur ("an dreistframmadur"). Dre m'eo ar renkadoù sokial stummet ganto, stourm ar renkadoù eo neuze nerzh lusk an istor. Deskrivañ a ra Marx ar mennozh-se evit ul lodenn e-barzh Le 18e Brumaire de Louis Bonaparte (1852) : « An dud a ra o istor o-unan, met ne reont ket anezhi a-ratozh, er c'hondisionoù dibabet ganto, met e-barzh ar c'hondisionoù roet ha hêrezet war-eeun eus an amzer dremenet. » [1]

Diazezet eo ar brederouriezh-se war un displegadenn armerzhel eus treuzfurmadurioù ar bed [2] .

Ul lodenn-kaer eus ar prederouriez marksour eo neuze : lakaet e vez war-wel diazezoù ar c'hevalaouriezh hag an doare m'en deus kemmet stumm doñv ar sevenadurioù. Deuet eo neuze da vezañ diaz ar sokialouriezh skiantel anezhañ met ivez ur meizad pouezus sokiologiezh.

  1. Patrom:ChapitreKarl Marx, "Le 18 Brumaire de Napoléon Bonaparte", Nouveau Monde Eds, 2017
  2. Gilles Candar, Le Socialisme, Milan, coll. « Les essentiels », 1996, p. 16-17

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne