Daouzek trevell Herakles a zo un aridennad mojennoù eus Hellaz hag a ra dave da droioù-kaer an haroz Herakles goude ar binijenn roet dezhañ gant an doueez Hera. Dodekathlos a vez graet eus ar mojennoù-se e henc'hresianeg.
An trevelloù a voe gourc'hemennet gant ar roue Eurystheüs. An daouzek trevell a voe meneget gant Peisandros en ur meurgan skrivet tro-dro 600 kent JK, aet da gollet abaoe[1].
Treiñ foll a reas Herakles ma lazhas e wreg hag e vugale. Hag eñ da-gaout Pythia, evit gouzout penaos kaout an daspren. Apollo a guzulias dezhañ mont da servij Eurystheüs, roue Mykenai, e-pad dek vloaz, hag er c'heid-amzer-se eo e sevenas e gurioù[2].