Dastumad Borghese

Scipione Caffarelli Borghese

Dastumad Borghese a vez graet eus un dastumad pezhioù arz, eus an Henamzer dreist-holl, savet gant ar c'hardinal Scipione Caffarelli Borghese (1587-1633), a oa niz d'ar pab Paol V, e penn-kentañ ar XVIIvet kantved e Roma. Delwennoù ha livadurioù eus an amzer-se a oa ivez, oberennoù diwar zorn mistri evel Caravaggio, Raffaello, ha Tizian, prenet gant ar c'hardinal, evel an div zelwenn penn-ha-bruched gant Gian Lorenzo Bernini.


Bodet e oa an delwennoù marmor-se en ur genkiz pinvidik e diavaez Roma war an dorgenn Pincio. Etre 1778 ha 1784 e lakaas Marcantonio IV Borghese (1730-1800) kinnig an dastumad en un doare diouzh giz an amzer, gant skoazell an tisavour nevezklasel Antonio Asprucci (1723-1808).

E 1807 e voe prenet un toullad mat a bezhioù eus an Henamzer gant Napoleone Buonaparte digant e vreur-kaer, ar priñs Camillo II Borghese (1775-1832), met an darn vrasañ eus an oberennoù a c'haller gwelout er Galleria Borghese e Roma.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne