David Copperfield eo an anv ordinal a roer da eizhvet romant ar skrivagner saoznek Charles Dickens, embannet a dammoù, miz ha miz, en 1849, hag en ul levr en 1850. An anv en e hed eo The Personal History, Adventures, Experience and Observation of David Copperfield the Younger of Blunderstone Rookery (Which He Never Meant to Publish on Any Account). Diazezet eo war abadennoù eus buhez an oberour, a skrive, er rakskrid da embannadur 1867, e oa al levr gantañ a gare ar muiañ[1].