De mulieribus claris "A-zivout maouezi brudet" zo ul levr latin gant ar skrivagner italian Boccaccio, un oberenn diwar-benn buhez ar maouezed brudet. Savet eo war batrom De viris illustribus, gant Petrarca, ha graet etre 1361 ha 1362. Dediet eo da Andrea Acciaiuoli, kontez Altavilla.
Meur a skrivagner zo bet awenet gant an oberenn, evel Geoffrey Chaucer, oberour Kontadennoù Canterbury. Eus al latin e voe troet en italianeg gant ar "Signeur Luc-Antonio Ridolfi", ha goude eus an italianeg d'ar galleg gant Guillaume Rouville, mouller e Lyon, e 1551 hag anvet Des Dames de Renom.