Decantae

An Decantae zo ur bobl eus Enez Vreizh ha ne anavezer nemet dre ur meneg hepken gant an douaroniour Klaudios Ptolemaios war-dro 150. Diouzh a gomprener en e skrid e vevent a-hed aod kornôk ar Moray Firth, e kornad ar c'h-Cromarty Firth, en hanternoz da Moger Antoninus eta. N'eus meneg ebet eus kêr ebet nag anv lec'h ebet.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne