An Deipnosophistai (eus deipnon, "koan", ha sophistai, "kelennerien"; pe Δειπνοσοφισταί hervez an titl gregach orin), pe Banvez al lenneien, pe prederourien o koaniañ, zo un oberenn hir gant Athenaeus, genidik a Naucratis en Egipt, skrivet e deroù ar bloavezhioù 200 (IIIde kantved), e Roma, evit d'ar skrid bezañ e gregach. Anv zo eus un den, Ulpian, en deus pedet tud da vanveziñ, ha kaoz zo gante eus lennegezh, hag istor, eus kegin ivez. E-touez ar gouviidi ez eus yezhadurourien, geriadurourien, sonerien, gwiraourien, ha lezireien.