An deiziadur hebre, pe deiziadur hebreek, pe hebraek, pe deiziadur yuzev, eo an doare hengounel da rannañ an amzer zo implijet gant ar Yuzevien. Un deiziadur heolloarel eo. En deiziadur-se eo rannet ar bloavezh e 12 pe 13 miz loar pe loariad. An deiziadur hebraek, evel m’emañ bremañ, a oa bet diazezet e 359. Hiziv an deiz e vez implijet evel deiziadur relijiel : evit gouzout deiziadoù ar gouelioù hag all. E bed an armerzh avat e reer gant an deiziadur gregorian zo en implij e broioù Europa.
Diazezet eo ar bloavezh war an heol hag ar mizioù war al loar. Ul loariad a bad 29 devezh hanter. Trawalc’h eo divizout e pado ur miz diwar zaou 29 devezh hag egile 30 devezh evit m’en em gavfe reizh an traoù. Evit an heol avat ez eo un dra all. An douar a ra an dro d’an heol e 365,25 devezh. Dindan 12 loariad n’eus nemet 354,36 devezh, da lavarout eo e vank 10,89 devezh evit klokaat ar bloavezh. Evit adtapout an devezhioù-se e oa bet ijinet, gant steredoniourien yuzev neuze, un deiziadur heolloarael. Merzet o doa e vije tapet un dale 7 miz rik goude 19 bloavezh 12 loariad. Evit adtapout an dale-se o doa soñjet kaout bloavezhioù 12 miz ha bloavezhioù 13 miz. En ur prantad 19 bloavezh e vez 7 bloavezh gant 13 miz ha 12 bloavezh gant 12 miz.