Stura a oa anv un departamant gall en Italia e penn kentañ an XIXvet kantved, en amzer konsulvezh Napoleone Buonaparte e Bro-C'hall.
En-dro dezhañ e oa an departamantoù-mañ: an Alpes-Maritimes, Montenotte, Marengo, Pô, Hautes-Alpes.
Krouet e voe d'an 11 a viz Gwengolo 1802, goude aloubadeg Rouantelezh Sardigna gant ar C'hallaoued. Klotañ a rae, mui pe vui, gant proviñs Cuneo bremañ. Diskaret e voe an departamant, gant an departamantoù italian all, e 1814 pa voe faezhet an impalaer gall.