An Dereadur zo un ober politikel e-lec'h ma vez treuzkaset galloudoù eus gouarnamant kreiz ar Stad emveliek d'ul live is-vroadel, evel al live rannvroel pe lec'hel.[1] Ur stumm eus an digreizennañ melestradurel eo. Tiriadoù deroet o devez galloud da lezenniñ diouzh al lodennoù deroet, ar pezh a ro dezho un emrenerezh brasoc'h.
Dereadur n'eo ket kevreadelezh kar ar galloudoù deroet d'an aotrouniezh is-vroadel a c'hell bezañ war verr-dermen peotramant e c'hellont bezañ tennet dre ma vezont etre daouarn ar gouarnamant kreiz mod pe vod. Diwar neuze e chom ar stad ur Stad unvan de jure.[2] Al lezenniñ a grou parlamantoù deroet pe bodadegoù a c'hell bezañ skarzhet pe kemmet gant ar gouarnamantoù kreiz evel n'eus forzh peseurt statud. E sistemoù kevreadel eo gwarantet gouarnamantoù al liveoù is-vroadel gant arbonreizhioù, ne c'hell ket galloudoù al liveoù izeloc'h bezañ tennet diwar atiz ar gouarnamant kreiz hep kemmañ ar vonreizh. N'eo ket gwarezet ken mat an is-liveoù gant an dereadur ha dindan kevreadelezh.[3]